Raqqa Is Being Slaughtered Silently

Banniel ar Stad Islamek

Raqqa Is Being Slaughtered Silently ("Emeur o trouklazhañ Raqqa en didrouz"), berraet gant ar stummoù RSS pe RBSS, a vez graet eus un aozadur kelaouiñ keodedour eo e bal diskouez feulster ar Stad Islamek e kêr Raqqa e norzh Siria.
Pennadurezhioù ar Stad Islamek a laka Raqqa da gêr-benn o c'halifelezh. RSS a glask diskouez anat n'emañ ket a-du poblañs kêr gant an djihadourien abaoe m'eo bet aloubet ; ouzhpenn-se e klask stourm a-enep propaganda ar Stad Islamek evit desach tud da zont e Raqqa da vevañ[1]. Deuet eo RBSS da vezañ unan eus an nebeudig mammennoù ar c'helaouiñ e Raqqa ha na vefent ket suj d'ar Stad Islamek. Pep ezel eus an aozadur kement hag o c'hamaladed, harperien pe gerent zo gwelet evel kablus a spierezh hervez an aozadur djihadour, ha kondaonet d'ar marv. D'an 22 a viz Even 2016 e tisklêrie RBSS bezañ kollet 14 ezel pe den tost d'al luskad.

  1. (en) The New Yorker

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne